en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Peseurt listennoù a harpo ar brezhoneg ?

Peseurt listennoù a harpo ar brezhoneg ?

'Benn tri miz e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù-kêr. Kalz traoù a c'hell an tiez-kêr ober evit kas war-raok ar brezhoneg, evel kinnig hentennoù e brezhoneg er skolioù kentañ derez da skouer. Setu perak ez eus bet lañset ur c'houlennaoueg gant Diwan evit an dud war ar renk. Muioc'h a ditouroù gant Anne-Sophie Brats, prezidantez Diwan.



Anne-Sophie Brats a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Izili lec'hel Diwan eo a yelo da welet pep listennad ha goulenn digante leuniañ goulennaoueg Diwan enlinen. Degemeret e vo respontoù al listennoù betek fin miz Genver hag embannet e vint ur wech dielfennet, e miz C'hwevrer. Chom a raio ar respontoù-se enlinenn, e mod-se e c'hellint bezañ degaset da soñj d'an dud a vo dilennet.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio